Ur skritell a zo aze war ar c'hleuz, e penn ar wenodenn a gerz betek ar park souezuzh. N'eo nemet un tamm kartoñs, skrivet warnañ gant an dorn ur frazenn diaes awalc'h da lenn : < A_sav! Kit da visita toull an tasmant. Pevar real dre zen a gousto deoc'h.> Evel just, un toull n'eo ket kalz a dra. Ha peogwir un tasmant n'eo netra eus peadra da chom nec'hed. Mat, memestra ur mister bennak a dlee war-dro an dachenn-se. Deomp atav da welet. War ar blaenenn treuzet gant hent Henvig e kichen Pont an Traezh, ar vor a zo goloet a artichaod betek an dremmwel. Ar pennoù a zibrad son evel un armead furlukined pe korriganed. E penn an hent ema tiegezh <Mez ar groaz> anvet ivez <Toull ar broc'hed>. Perak? Den na oar ken pell 'zo. Digwener d'an abardaez, Ifig Kerrien, al labourer-douar oa en e bark o troc'ha artichaod. Ouzh e sikour, Job Bohic, ur vanikin gantañ war e gein. An neb a vez ur beac'h pounner war e chouk a rak stouiñ e benn anad eo, setu Job, en ur vond, ne wele nemet an douar dindañ e voutoù. Souden e taolas e droad war un tachad laosk ha fraillet a lezas anezhañ mantret! Gant seul e votez e tistagas warnañ un taol nezhus ha kerkent e welas an douar o tisac'hañ dirazañ hag un toull don o tigeriñ dirak e votoù! E foñs an toull, war-dro ur metrad hanter izelloc'h, Job Bohic, sebezet-holl, a wele freaz bremañ bolzoù mein, gant tri hent kuzh o kerzout eus ac'hano dindañ an douar. Sur eo, toull ar broc'hed a zo anavezet mat er vro
alato, riboulioù bevennet gant mogerioù uhel, mansonet hag induet gant pri-prad, ne c'helle ket bezañ labour ar broc'hed! Ifig Kerrien a deuas da sonj dezhañ e oa bet kavet dija, hanter kant metrad pelloc'h, un dar greunven hag e-n'oa zoken klasket he dilamma met ken braz oa ma yee da goll dindañ an hent a gerze davet e diegez, setu e paouezas gant e labour boulhet, re start evitañ e-unan. Tri hent kuzh dindañ an douar! Na pebezh chanter! Dreist-holl pa sonjer edomp eno war un uhelenn noazh, kredabl bras e yeent a-bell! Unan anezho a seblante mond waz-zu ar c'heisteiz, davet Kervegenn-Vraz e-lec'h ma z'eus bet gwechall ur maner en amzer gozh, ur maner dismantret ha nevezig adsavet. An trede a selle ouzh ar c'hornog hag a seblante diskenn war-zu Peñzez e-lec'h ma c'heller gwelet c'hoazh maner al Lingoz. Ar maner-se, war aber ar ster Peñzez, tostig da Garanteg, a zo bet savet en ul lec'h dudius. War an tu kleiz Kastell-Paol gant e dourioù dantelezet.A-bell an aber en em zigor da zegemer enez Kalod. A-zehou ostalerioù kaer ha kenkizoù karanteg digor ivez war lenn-vor Montroulez. Ar c'horn-se goudoret disheñvel, douar druz war e dro, a zo bet darwech ur vor eus an dibab. Nepell eus ar maner kozh setu war ur c'hleuz ur menhir ouzh e lavaret deomp. Hiziv eo goloet a iliav, un iliav kreñv gant skoultroù nerzhus. Deuet eo da vezañ heñvel ouzh ur c'hef derv ha ne chom ken en e sav nemet gant skoazell ar glazvez war e dro. Tostig ac'hano, un dolmen gwisket er memes mod. Evel-just n'eo kement-mañ nemet un dic'hroza d'an istor. Karet hoc'h bije kaoud er vro un antre bennak d'an toull kuzh. Evit doare e vije unan e maner Kistillig, war riblenn ar ster Peñzez met petra eo e gwirionnez? An anter-se a zo e-barzh an ti, a seblant bezañ ur puñs ma ne ouije den e zonder. An hent kuzh a dremenfe dindañ ar ster, evit tapoud en tu-all ur maner kozh-all ma ne chom ken nemet ar c'houldri en e sav. Siwazh, n'eus den e-chal da vont pelloc'h! An traoù kevrinus a ro atav un tammig enkrez d'an dud. Gwelit e-kichen Kroaz Kerichard, etre Henvig ha Peñzez, eno ivez ez eus un <tumulus> hag e-neus tennet eus ar vojenn ha n'omp ket prest d'he ankounac'haat. Deiz Sul ar Bleunioù, ma vez an heol o skediñ e-doug an aviel, ur varikennad aour a zispak eus an douar. Met ma tremenit der eno d'an ampoent; troit buhan ho penn na glaskit ket zoken teuler ur sell war an tumulus, disakr e vije. Ar varrikenn a zo diwallet gant ur sarpant drouk spontus, ur sell hepken hag e vijer daonet. Evel-just n'eo ket diaes sevel mojennoù diwar lavaroù ha n'eus aotre ebet da gontrolliñ anezho. Setu ar pezh 'noa sonjet al labourer-douar tostañ pa oa kroget da doulla an dorgenn. Siwazh ! Ne gavas nemet ur fourchetez verglet. Setu e fallgalonas dizale. Goude bezañ graet evel-se tro Henvig, setu ni adarre distro e keñver <penn> an hentoù kuzh. Amañ perc'henn an dachenn a c'houlenn frêz ne vije ket furchet an douar. Fellout a ra dezhañ, ma 'z eus enklaskoù da ober, e vijent graet gant tud a vicher. Mat, petra 'fell deoc'h, e Henvig evel el lec'h all, e vez kaoz bep an amzer eus teñzorioù ! Da c'hortoz ne vijent kavet, ar paour kaezh labourer-douar hag a vez breset e atichaod dezhañ, a c'houlenn start bremañ : <pevar real dre zen 'vezo ret paeañ>. Ch. Léger Traduction: Michel Le Léa
|