| | | | | | | | | | | | |
| | | | | | |
| | | | | | | | | | | | |
| An ano " Henvig " a zo bet savet diwar an diou wrizienn "Hen" ha "Gwik".
"Hen" a dalvez "koz", ha "gwik" a dalvez
"bourk". Hemañ a deu diwar al latin "Vicus".
Setu "Hen-gwik", skrivet hirio Henvig" a zo, sklêr
hag anad evidom, ano eur bourk tri-mil-goz hag a oa dioutan a raog amzer
ar Romaned.
Lehiet eo e-kreiz eun doare gourenez ouz bae Montroulez, etre Aber Benzez. hag Aber Vontroulez.
E-pad kanvedou, an dud a veve eno, evel en eun enezenn koulz lavared,
hag hirio c'hoaz, ma vez goulennet digand Henvigiz, pe'z int Tregeriz
pe Leoniz, e respontont "Nag an eil nag egile."
D'ar wech evid o darempredou euz ar zav-heol d'ar huz-heol, tud ar horn-bro-ze o-deus ranket plega d'an diou ster dre eun treiz, pe dreist ar ster Benzez pe dreist hini Vontroulez. Treuz ar ster Benzez a veze greet gand eur vagig-treuz, sachet gand eur gordenn euz an eil ribl d'eben."Treiz ar gordenn" eo atao ano ar hontre-ze. 
|
|
Treuz ster Vontroulez a veze greet
gand eur vagig ivez, nemed homañ a veze sturiet gand eun treuzer.
Evid an darempredou Hanternoz-Kreisteiz, ster Benzez a oa gwechall eun hent
disheñvel evid mond donnoh er vro beteg bourkig Penzez, pa veze kreñv
al lano.
Hanter-vartolod, hanter-beizant; nivuruz 'oa Henvigiz oh implijoud ar steriou
evid o chalboterez. Pe gand bigi bihan, pe diwezatoh, gand gobared fonnusoh
da garga bezin, trêz koulz hag an tremp-mor, diframmet ganto euz eur
wazennad pinvidig euz strad bae Montroulez. |
| | | | | | En despet d'o imor da vond war a-raog, o-deus ranket gortoz ar bloavez 1883, ma erruas an hent-houarn etre Montroulez ha Rosko, evid ma vije dienken ar vro ha digoret war bro Frañs. | | | | |
| |
| | | | | Er bloavez 1927 'oa savet a-benn ar fin en Treiz, eur mellad pont dreist ar ster Benzez, anvet " Pont ar Gordenn " e koun an amzer goz. | |
| | | |
| A-hed ar Hrenn-Amzer, tud Henvig a veve er spont na deufe ar Zaozon da aloubi adarre o bro. Eüruzamant an aloubadenn genta a zo bet unan a beoh. Hini ar veneh vad deuet er VIved kantved euz bro-Iwerzon hag euz bro-Gembre da skigna ar feiz kristen e Breiz hag a oa c'hoaz e dalh an Drouized. Henvigiz a deuas da veza kristenien virvidig. Doujañs o-doa d'o zent koz, ha dreist-oll da Zant Maodez deuet da veza Sant Patron ar vro. Evito e savjont kalzig chapeliou, kalvariou ha lehiou pedi gouestlet dezo. | | |
| | | | | | | | | |
| | | | E-doug an naved hag an degved kantved eo an Normanted a deue ingal da ober o reuz war Henvig. Kement a zistruj a reent, ma oa bet red savel maneriou kreñv "al Lin-goz" ha Kistillig, war riblou ar ster Benzez hag hini Lezireur war an uhel a-zioh bae Montroulez.
Kantvedou e padas an enebiez etre korserien zaoz ha korserien Vreiz.
Er bloavez 1522, bourk Henvig ha Kastell-kreñv Lezireur a zo
bet devet a-bez ha distrujet gand eun argadenn deus ar Zaozon.
Ouspenn an anken bemdezieg da veza taget gand enebourien estren, ar vuhez a oa kaled er vro.
Bugale niveruz er familiou gwasket gand o mistri, aotrouien deuet
da veza perhenn d'an douar, evel-se an dud a veve paour diwar edaj
ha trevadou ar vro pa hellent savetei anezo!
Ne oa, koulz lavared, labouradeg ebed er vro, nemed eur hovel bennag
hag ar milinou-dour diazezet a-hed steriou ar vro. Hirio c'hoaz e
heller gweled Milin-Vor ar Vanneg. Dineh e heller lavared, an Dispah
Braz, er blovez 1789, a zo bet digemeret mad e Henvig.
Kannad-meur an noblañs 'oa Pierre de Coatanlem. Asantet e-noa chom en e vaner Trogriffon, dindan evez an dispaherien, ha roet dezo e her a enor. |
| |
| | | | | | | | | |
|
En 19ved
kanved, reveulzi an ijinerez he-deus digaset nebeud a gemm e buhez
Henvigiz.
Red eo bet gortoz an 20ved kantved evid gweled kemmou meur o tiroll
war ar vro.
Da genta daou vrezel bedel. An hini kenta e-neus diwaded ar vro; n'eus
nemed lenn listen an dud varo er brezel, war mên ar Monumant
gouestlet dezo.
An eil brezel e-neus digaset eun aloubidigez all red e gouzañv
med morse asantet.
Nepell euz "Pont ar Gordenn" e heller gweled eur savadur
mein o tigas da soñj d'ar bourmenerien penaoz, euz ahano, eun
Henvigad, tad a familh, a lakeas aliez e vuhez en arvar evid kas dre
guz da Vro-Zaoz gand e vagig dister, stourmerien a beb seurt, "Paotred
ar strouez" koulz ha bleinerien kirri-nij.
Etre an daou vrezel, labour douar Henvig a anavezaz eur hemm braz
pa zispakas war ar vro ar parkajou legumaj. Gras d'an amzer glouar,
d'an hentchou nevez dre houarn ha dre vor, brikoli hag artichaot a
jeñchas krenn doare ar vro ha boazamanchou al labourerien-douar. |
| |  | |
| |
| | Med an digouez a verkas ar muia planedenn ekonomikel ar horn-bro, eo bet gweled, azaleg ar bloaveziou tri-ugent, peizanted Henvig oll a-gevred war lerh o "leader" Alexis Gourvennec, o houlenn groz digand tud ar houarnamant, da genta, ma vije krouet e Rosko eur porz er mor-don, renet gand eur gompagnunez tud a vicher. Gras d'o startijenn ha d'o nerz kalon eo deuet peizanted Henvig a-benn da zavetei o labour-douar, diazezet war atanchou bihan koulskoude. N'eo ket souezuz e vije hirio c'hwek beva en eur barrez ken soudet tro he istor, hag atao prest d'en em sikour. | |
| | | | | | | Yves NICOLAS Troet e brezoneg gand Naig Rozmor | |
| | | |